29/05/08

Mirdi, gant strollad C'hoari Las e Kawan - Théâtre en breton

Gant ar Strollad C'HOARI LAS, ur strollad c'hoariva nevez e bro Dreger, e vezo kinniget
ur pezh-c'hoari a zo e anv "Mirdi"
e Kawan e-barzh Sal ar Gouelioù da 20e30 d'ar 07 a viz Even 2008.


Digoust eo an abadenn ha digor d'an holl.

Mirdi zo bet skrivet gant "Jean-Michel Ribes" ha troet gant Paskal Cariou a zo komedian hag en doa bet labouret warnañ gant strollad Lesneven.

C'HOARIVA a zo ur c'hevread rannvroel a zo bet krouet e 2005. Bodañ a ra 18 strollad eus Breizh ha pal C'Hoariva eo diorrañ ar c'hoariva brezhonek en ur:
- stummañ ar gomedianed hag an deknisianed
- embann testennoù evit ar skolioù, ar stalioù c'hoariva hag ar c'hentelioù noz
- glask sevel hag embann ur fichennaoueg diazez pezhioù-c'hoari war ar rouedad
- skignañ ha brudañ labour ar strolladoù gant ul lec'hienn internet hag en ur genaozañ emvodoù c'hoariva dre ar vro
Kaset e vez ar c'hevread en-dro gant Tony Foricheur a zo kargad a ziorren anezhañ abaoe miz Kerzu 2007.

Set'aze ma oa bet kinniget "Mirdi" gant C'Hoariva ( pezh-c'hoari kentañ an dastumad "Bec'h d'al leurenn") hag embannet gant Delioù.
Evit diskouez na pegen aes eo implijout an ostilh-se koulz er skolioù, er stalioù c'hoariva hag er c'hentelioù-noz hag evit reiñ un taol-brud d'an dastumad nevez-mañ e oa bet soñjet gant C'hoariva ha Delioù kinnig ar pezh-c'hoari e pep bro eus Breizh. Kinnig ur seurt "gwernisaj" ma keroc'h.

Da c'houde bezañ bet o kas ur stal c'hoariva gant bugale skol Dihun Ploubêr e-kerzh ur raktres klasad treuzplantet savet gant o skolaerez Virginie Le Boulbin, en doa Yann-Edern Jourdan (komedian hag ezel eus c'hoariva) kinniget dezhi raktres ar gwernisaj. Dindan ur sizhunvezh e oa bet bodet un toullad tud ganto, brezhonegerien eus a vro Dreger.
Abaoe daou viz e vez pleustret bep Meurzh a-benn displegañ an abadenn ha diwar al labour-se ez eus bet savet ur strollad c'hoariva nevez: C'Hoari Las.

Dre ma tremen an istor e-barzh ur mirdi e vezo gwelet oberennoù savet gant livourien eus ar vro. Met gwir eo ivez e vezo klevet sonerien ha kanerien eus ar vro. Perak? Ur seurt Kabaret e vefe deuet ar mirdi da vezañ? Deuit evit gouzout hiroc'h...

Ar re a gemer perzh e-barzh ar raktres:
Komedianed: Hubert Morvan, Natali Dubois, Virginie Le Boulbin, Natali Benibri, Gwenola Coic, Luz Chauveau, Silvi Toupin, Gweltaz Moal, Brendan Le Corre, Sabine Kergoët, Ana-Soaz Bervet Livourien : Max Griffon: http://www.yetre.com/ anv arzour : babyfritz Susan Eales (o kas kevredigezh arzourien Pluned), drezi hag ar gevredigezh, ar re-se: Marie-Françoise Bonjour, Nadine Comond, Susan Eales, Diaman Eales, Paul Grimaud, Anne-Marie Guérin, Marie-Antoinette Le Calvez, LT Godest, Dominique Odin, Marylou Petit, Claude-Olge Pilon Sonerien : Louis-Jacques Suignard, Jan-Maï Priol, Dewi Guyader, Paskal Kreac'h Tregerakaer ar pezh-c'hoari: Visant Dubois Ar penn-teknikour: Ronan an Eskob
Kinkladur: Max Griffon

Le musée est-il chaud, est-il froid ? Est-il haut, est-il bas ? Y a-t-il des veaux, y a-t-il des rats ? Et que viennent y faire tous ces gens ? Visiter ? mais visiter qui, quoi ? Chercher quelqu’un ? un arbre ? un chien ? Se montrer, s’aimer, manger, chuchoter, s’extasier, pisser, dormir, copier ? Le musée espace de liberté ou prison pour dingues ? Qui habite les musées ? Le passé, le présent, ma tante, des oeuvres, des chefs-d’oeuvre, des gardiens de chefs-d’oeuvre, des voleurs, des Saintes Vierges, Mickey, Giorgio De Chirico, la lumière, l’obscurité ou personne ? Et l’art dans tout ça ? L’art est un scandale et “musée” se glisse dans “s’amuser”. Avec l’humour grinçant particulier à Jean-Michel Ribes, Musée haut, musée bas met en scène, à travers une multitude de décors, une douzaine de personnages, artistes, visiteurs, conservateurs et guides, qui s’éparpillent dans le grand bazar de la culture d’aujourd’hui exposée sous toutes ses facettes. Cinéaste, metteur en scène, dramaturge, Jean-Michel Ribes, né en 1946, dirige le théâtre du Rond-Point à Paris. Il a publié de nombreuses pièces chez Actes Sud-Papiers, et en collection de poche Babel ont notamment paru Monologues, bilogues, trilogues (n° 286), Palace (n° 395), Merci Bernard (n° 488), Théâtre sans animaux (n° 628) et Multilogues suivi de Dieu le veut (n° 736).